Goude bezañ kroget da zeskiñ brezhoneg gant kentelioù noz em eus bet c’hoant kenderc’hel da zeskiñ ar yezh-mañ en un doare all peogwir eo brezhonegerien ma zud, ma familh. Pa oan bihan ne felle ket d’am mamm kelenn he yezh din, arouez paourentez sevenadurel. Hervez ma zad e oa marv e yezh. Ar vugale all a rae goap ouzh ma anv-bihan (ya, e Breizh e oa koulskoude…). Met hervezon eo brav-meurbet ar brezhoneg. Ur raktres buhez eo bet evidon-me, terapeutek da gentañ, ha deuet da vezañ tamm-ha-tamm ur raktres micher ivez : perak ket komz e brezhoneg bemdez ? A-drugarez d’ar stummadur-mañ ez in pelloc’h gant ar yezh.  Disheñvel eo an hentoù a gas betek ar stummadur-mañ. Disheñvel eo raktresoù ar stajidi gant ar yezh. Ret eo doujañ ouzh ar soubidigezh (plijus eo !), da reolennoù ar stummadur, d’ar strollad, doujañ ouzh a re all. Ne vez ket aes bemdez ! Ret eo bezañ prest da gregiñ e-barzh ! Peogwir e soñj din e talv ar boan e kendalc’hin eus diouzh va zu da zeskiñ brezhoneg gant ar staj war Enez Eusa (aozet gant Stumdi ivez) ha gant ar stummadur “Ampart e tri miz” (evit mont pelloc’h gant ar sevenadur, dizoleiñ skrivagnerien, arzourien. Pegen birvidik eo ar sevenadur e Breizh !)…) Ha lakaet em eus ma anv ivez evit tremen an aotreegezh a-bell war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 evit ar bloavezh-skol a zeu. Biskoazh ne baouezin da zeskiñ brezhoneg (ha yezhoù al eus ar broioù keltiek !). A-benn ar fin emañ ar brezhoneg o cheñch ma micher, ma buhez !

Nolwenn | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwengamp