1, 2, 3… BARREK E VI !

Pajenn nevesaet d’an 21/11/2024

 

? STUMMADUR DA ZONT : 17, 18, 19 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025

? GWENGAMP (22)

✍ ENSKRIVADURIOÙ : lakaat ma anv

 

1 2 3 barrek e vi - Stumdi centre de formation en langue bretonne

1, 2, 3…BARREK E VI !

 

 

☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

 

PAL

Gwelaat ar barregezhioù-yezh evit komz ha skrivañ flouroc’h

 

BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT

  • Sevel frazennoù efedus : gerioù-liammañ, ereadurezh, kenglotañ an amzerioù, islavarennoù
  • Liammañ ar c’homz hag ar skrid
  • Anavezout ar gallekadurioù ha doujañ gwelloc’h da spered ar yezh
  • Skrivañ testennoù micherel ha/pe ofisiel

 

TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

N’eus ket.

1-2-3 Barrek e vi ! Stumdi centre de formation en langue bretonne

☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ

 

PUBLIK

Evit an holl vrezhonegerien a ra gant ar brezhoneg en o labour pe er gêr. 

Tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù.

 

RAKREKISOÙ

Stajidi gant al live B1 an DBY (DCLR*). Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live gant ur briziadenn da vare an enskrivadur.

*Diplôme de Compétence en Langue Régionale.

 

☛ PADELEZH & PRIZ

 

PADELEZH

3 devezh – 21 eurvezh 

 

PRIZ

Bod ha boued  : n’eo ket kemeret e karg gant Stumdi.

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù.

 

☛ DEIZIADOÙ HA LEC’H

 

DEIZIADOÙ

17, 18, 19 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ar staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet.

 

LEC’H

 Ti ar Vro Gwengamp – 3 plasenn Maez ar Roue e Gwengamp

Lec’hioù all diwar c’houlenn. Bez e c’hell bezañ kinniget war 3 departamant : 29-22-56.

 

☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT

Priziadenn sammañ e fin an 3de devezh : poelladenn-sintezenn ar stummadur.

 

☛ PROGRAMM

 

  • Devezh 1 : distagadur, yezhadur ha reizhskrivadur
    • Mestroniañ ar reolennoù distagadur : al liammadurioù, hed ar vogalennoù…
    • Kemer harp war ar selaou evit gouzout penaos e vez skrivet
    • Degas reolennoù yezhadur dianav da galz tud: dibenn ar gerioù benel ha gourel (-EREZH,…)
    • Adwelout penaos ober gant EO – EMAÑ – EZ EUS ha mont pelloc’h gant skouerioù resis
    • Deskiñ pe bezañ barrekoc’h gant ar c’hemmadurioù ha gant o nemedennoù.
    • Gouzout penaos aozañ un destenn gant gerioù liammañ, gouzout ober ganto (ne pe na ? nemet, ouzhpenn…)
    • Degas reolennoù skrivañ : ar poentadur, ar sonioù glebiet

 

  • Devezh 2 : ar frazenn
    • Dielfennañ ar fazioù a vez gwelet alies er frazennoù.
    • Labourat war plas ar gerioù er frazenn – ereadurezh
    • Kompren mat penaos ha pegoulz tremen eus an tu gra (voie active) d’an tu gouzañv (voie passive)
    • Dibab an amzerioù a zere evit ma vefe reizh ar frazennoù (concordance des temps de la phrase).
    • Implijout «Labouret em eus» ? Pe « labouret em boa» ?
    • An islavarennoù – Sevel frazennoù gant meur a verb (Maitriser la phrase complexe).

 

  • Devezh 3 : Ostilhoù micher
    • Sevel posteloù – lizhiri ofisiel
    • Digeriñ ha klozañ lizhiri, skrivañ mat an deiziadoù…
    • Derc’hel soñj eus formulennoù boas
    • Sevel kemennoù ganedigezh, kañv, eured, deiz-ha-bloaz

 

Gallout a rit tennañ gounid eus an 3 devezh-mañ evit :

  • uhelaat ho live yezh micherel
  • uhelaat ho parregezhioù evit tizhout ul live uheloc’h gant an DCLR (Diplôme de compétence en langue régionale).

 

Da bep stajiad e vo roet ur c’harnedad poelladennoù hag a vo graet e-pad ar staj.

 

☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ 

 

TERMEN EVIT LAKAAT E ANV

  • 2 stummadur bep bloaz diouzh an niver a c’houlennoù : 
    • Miz C’hwevrer
    • Miz Here

Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur. 

DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV

  • Sevel ar goulenn
  • Studiet e vo ho koulenn hag ho live diouzh an ezhomm.
  • Un emgav dre bellgomz ho p’o evit an arc’hantaouiñ
  • Nos groupes accueillent de 10 à 16 stagiaires.

 

☛ MONEDUSTED

 

MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET

Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.

 

☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL

 

DOARE

Stummadur war al lec’h

 

POURVEZ

  • Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg tizhet C1,
  • Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),

 

HENTENN

  • Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
  • Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit un implij aes.

 

? STUMM PDF DA BELLGARGAÑ : 1 2 3 BARREK E VI ! Miz C’hwevrer 2025 ©Stumdi

 

MEDIAOÙ :

Le Télégramme (26/02/2020)

Le Télégramme (28/10/2020)

France Bleu Breizh Izel (4:52)

Ouest-France (03/11/2020)