Kinniget e vez gant an aozadur div formulenn stummadur hir evit respont da ezhommoù stummañ an deskidi a zo o fal mestroniañ ar yezh.
Evit pellgargañ katalog ar stummadurioù : Katalog Stumdi 2023-2024
Brezhoneg kelennet standart ha perzhioù yezh al lec’hioù deskiñ.
Stummadurioù dibaouez ( 6 miz ha 3 miz)

Ar stummadur 6 MIZ evit an deraouidi
Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat an deraouidi da dapout diazezoù mat e brezhoneg
• Deiziadoù (Div wech ar bloaz) :
Eus miz Gwengolo da viz Meurzh
Eus miz Genver da viz Gouere.
• Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)
Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez evit deraouidi

Ar stummadur « AMPART E 3 MIZ » evit brezhonegerien
Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat ar vrezhonegerien da gaozeal brezhoneg flour, da gompren ha mestroniañ mont-en-dro ar yezh.
? Deiziadoù (Div wech ar bloaz) :
Eus miz Ebrel da viz Even
Eus miz Gwengolo da viz Kerzu
? Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)
Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez da zont
Tud ampechet degemeret war hor stummadurioù goude bezañ studiet an teuliad – deuit e darempred ganeomp.
Deiziadoù ar stummadurioù da zont :
Evit digeriñ ur stummadur pe ur staj eo ret kaout enskrivadurioù a-walc’h. Ma ne c’hell ket ur stummadur pe ur staj bezañ kaset da benn e lec’h-mañ-lec’h e kinniger d’an danvez-stajidi mont d’ar greizenn stummañ dostañ.
Gouzout hiroc'h
Deskidi gant un namm
Klikit evit gouzout hiroc’h
Stajoù
Klikit evit gouzout hiroc’h
Stummadur | 9 miz | Stignad kelennerien
Cliquer pour lire la suite
Cliquer pour lire la suite
Cliquer pour lire la suite
Stummadurioù diouzh an ezhommoù
Cliquer pour lire la suite
