Hor stajidi oc’h ezteurel o soñj
Ma stummadur gant Stumdi ‘oa dreist evit komz ha kompren ar yezh. Liesseurt ‘veze an doareoù kelenn kinniget evit mont pelloc’h ! Plijus e oa labourat gant ar strollad bihan. Ouzhpenn eo barrek-tre ar stummerien !
Anaëlle - Gwengolo 2024 - 6 miz - Plañvour
Ar stummadur c’hwec’h miz a oa bet frouezhus evidon. Ur prantad plijus eo em buhez vicherel. Ur bazenn a servij d’en em c’houlennata da vat war e orinoù, an darempred gant e familh, e istor… Ur gwir diorren personel eo. Ur gwir difi eo ivez evit gwelet hag-eñ e c’hall an den dont a-benn da gompren brezhoneg. Diaes eo bet din a-wechoù ha douetañs am eus bet met me soñj din on kreñvoc’h bremañ. Ret eo din kenderc’hel da zeskiñ ar yezh vrav-mañ !
Soaz | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne
Gouest on bremañ da gomz ha da gompren yezh ma bro, trugarez Stumdi ! “Ne vin ket gwerzhet e brezhoneg…” Bemdez em eus dizoloet pe dizoloet en-dro e vez troet va galleg diwar troiennoù e brezhoneg ! Pebezh plijadur klevout en-dro gerioù pe troiennoù implijet gant va zud-kozh ! Efedus eo ar stummadur ha plijus gant ur sapre skipailh stummerien.
Elise | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne
Heuliet em eus ar stummadur “Ar brezhoneg e 6 miz” ha bremañ e c’hallan kompren dre selaou ha dre lenn hag e c’hallan komz gant tud all. Skipailh Stumdi zo barrek-kenañ ! Aozet mat-tre eo ar c’hentelioù e doareoù a-bep seurt evit lakaat tout ar stajidi da gompren ha da gavout plijadur er stummadur. Ar stummerien hag ar stummerezed zo gant startijenn, madelezh ha fent ganto. Na pegen plijus! Trugarez vras d’ar skipailh. Hast am eus e krogfe ar stummadur “Ampart e 3 miz”.
Christelle | Stummadur 6 miz | Gwengo

Goude bezañ kroget da zeskiñ brezhoneg gant kentelioù noz em eus bet c’hoant kenderc’hel da zeskiñ ar yezh-mañ en un doare all peogwir eo brezhonegerien ma zud, ma familh. Pa oan bihan ne felle ket d’am mamm kelenn he yezh din, arouez paourentez sevenadurel. Hervez ma zad e oa marv e yezh. Ar vugale all a rae goap ouzh ma anv-bihan (ya, e Breizh e oa koulskoude…). Met hervezon eo brav-meurbet ar brezhoneg. Ur raktres buhez eo bet evidon-me, terapeutek da gentañ, ha deuet da vezañ tamm-ha-tamm ur raktres micher ivez : perak ket komz e brezhoneg bemdez ? A-drugarez d’ar stummadur-mañ ez in pelloc’h gant ar yezh. Disheñvel eo an hentoù a gas betek ar stummadur-mañ. Disheñvel eo raktresoù ar stajidi gant ar yezh. Ret eo doujañ ouzh ar soubidigezh (plijus eo !), da reolennoù ar stummadur, d’ar strollad, doujañ ouzh a re all. Ne vez ket aes bemdez ! Ret eo bezañ prest da gregiñ e-barzh ! Peogwir e soñj din e talv ar boan e kendalc’hin eus diouzh va zu da zeskiñ brezhoneg gant ar staj war Enez Eusa (aozet gant Stumdi ivez) ha gant ar stummadur “Ampart e tri miz” (evit mont pelloc’h gant ar sevenadur, dizoleiñ skrivagnerien, arzourien. Pegen birvidik eo ar sevenadur e Breizh !)…) Ha lakaet em eus ma anv ivez evit tremen an aotreegezh a-bell war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 evit ar bloavezh-skol a zeu. Biskoazh ne baouezin da zeskiñ brezhoneg (ha yezhoù al eus ar broioù keltiek !). A-benn ar fin emañ ar brezhoneg o cheñch ma micher, ma buhez !
Nolwenn | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwengamp
Ar stummadur zo diaes met ivez ur skiant-prenet pinvidik a-fet spered ha tud.
Nathalie | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Plañvour
Stumdi zo fiskal evit deskiñ brezhoneg ! Ar stummerien zo jentil, farsus ha dreist ! Ne soñje ket din komz brezhoneg e 6 miz !
Severine | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwened
Plijadur ‘meus bet gant ar stummadur. A drugarez d’ar stummerien em eus desket brezhoneg buan. Chom a ra ur bochad traoù da zeskiñ met gant an nerzh-kalon hag al labour, dont a ray ganin.
Gaultier | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Plañvour
Ar stummadur stumdi zo mat evit deskiñ ar yezh brezhoneg met pas hepken, evit sevenadur Breizh ivez. Plijet on bet oc’h ober ar stummadur-mañ.
Servane | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne
Goude ma stummadur 6 miz on laouen gant ma live e brezhoneg. Dibaouez eo met efedus-kenañ eo a-drugarez d’ur skipailh stummerien varrek gant doareoù pedagogel disheñvel ha gouest da selaou. Ouzhpenn-se e vez skoazellet ar stajidi gant ar melestradur pa vez ezhomm, atav gant plijadur ha gant ur mousc’hoarzh. Plijadur vras am eus bet oc’h heuliañ ar stummadur bemdez !
Jordan | Le breton en 6 mois | Septembre 2023 | Landerneau