Ar chañs ‘m eus bet deskiñ brezhoneg war barlenn ma zud ha ma zud-kozh. Un enor hag ur blijadur eo bet bezañ paeron studierien sichant ha leun a youl Stumdi. Ret eo bezañ kalonek evit deskiñ brezhoneg pa vezer gour dija. Stumdi n’eo ket nemetken deskiñ ur yezh avat, met ivez kompren gwelloc’h e wriziennoù ha, war ar memes tro, kaout ur sell digoroc’h c’hoazh war ar bed. Trugarez eta da Stumdi evit al labour a feson kaset da benn evit dazont hor yezh.

Tudi Kernalegenn - 2020-2021