Stumdi a zegas un dra a-bouez en hor bed a-vremañ e Breizh : ar brouenn dre ar vicher. Gant Stumdi e vez prouet bemdez e c’heller kavout ul labour a-drugarez d’ar brezhoneg. Alies en em gavan gant tud a ra gant ar brezhoneg bemdez en o micher hag o deus kroget da zeskiñ gant Stumdi. Kendalc’het o deus da studiañ ar yezh da c’houde, evel-just, evel ma ra an holl re a gar o yezh, n’eus forzh peseurt yezh e vefe. Efedusted Stumdi, sed am eus c’hoant da lakaat war wel da gentañ-holl.

Malo Bouëssel du Bourg - 2012-2013