Bugaligoù

Pajenn nevesaet d’an 21/11/2024

 

? STUMMADUR DA ZONT : 17 → 21 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025

? LEC’H : LANDERNE (29)

✍ FURMSKRID ENSKRIVAÑ : LAKAAT MA ANV

 

BUGALIGOÙ HA BREZHONEG · PETITE ENFANCE ET LANGUE BRETONNE

 

☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

PALIOÙ

Dirak ur publik bugale etre 2 ha 6 bloaz, evit un implij micherel pe personel :

  • Percʼhennañ ar frammoù yezh diazez evit mont e darempred e brezhoneg,
  • Eñvorenniñ hag ezteurel rimadelloù, kanaouennoù hag istorioù eus danvez sevenadurel Breizh,
  • Envel ha deskrivañ elfennoù endro ar vugale.

 

BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT

4 zachenn barregezhioù : 

  • kompren dre skrid : kompren an teuliadoù roet.
  • kompren dre gomz : kompren ar frammoù yezh diazez.
  • ezteurel dre gomz :  saludiñ hag en em ginnig, reiñ kemennoù, reiñ rimadelloù, lenn a vouezh uhel.
  • kemer perzh en un diviz : kinnig boued d’ar vugale, dinec’hañ, frealziñ, heñchañ ar vugale en o buhez pemdez.
Stumdi centre de formation en langue bretonne - Petite enfance

 

☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ

 

PUBLIK

Evit an holl : tud a-vicher eus bed ar bugaligoù, tud prevez (kerent, tud-kozh, studierien…)

Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù

 

RAKREKISOÙ

Rakrekis ebet goulennet.

Ar stajidi n’o deus ket tremenet ar DBY (DCLR*) a vo priziet o live gant ur briziadenn da vare an enskrivadur.

*Diplôme de Compétence en Langue Régionale.

 

☛ PADELEZH & PRIZ

PADELEZH

5 devezh – 35 eurvezh 

 

PRIZIOÙ 

Stumdi centre de formation en langue bretonne Priz Bugaligoù

Bod ha boued  : n’eo ket kemeret e karg gant Stumdi.

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù.

☛ DEIZIADOÙ & LEC’H

DEIZIADOÙ

17 → 21 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ar staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet.

 

LEC’H

Landerne (Stumdi – Kreizenn Théo Le Borgne – 1 straed Dr pouliquen)

Lec’hioù diwar c’houlenn. Bez e c’hell bezañ kinniget war 3 departamant : 29-22-56.

 

☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ 

Priziet e vo barregezhioù ar stajidi e fin ar stummadur dre ur c’hoari roll.

 

PROGRAMM

 

Devezh 1añ :

  • Saludiñ hag en em ginnig
  • Penaos eo ?
  • Geriaoueg : ar familh
  • Displegañ ar verb bezañ en amzer-vremañ (eo)
  • Geriaoueg : al livioù
  • Ger-mell strizh hag amstrizh
  • An araogenn DA 
  • Rimadelloù ha/pe kanaouennoù

 

Eil devezh :

  • Adwelet : EO
  • Araogennoù-lec’h + GANT
  • Geriaoueg : dafar ar vugale, ar sal glas 
  • Displegadur : ar verb bezañ en amzer vremañ (emañ / ez eus)
  • Geriaoueg : ar boued
  • Amzer dazont tost
  • Formulennoù : poent eo, ret eo, arabat… 
  • Rimadelloù ha/pe kanaouennoù

 

Trede devezh :

  • Adwelet : EMAÑ / EZ EUS
  • Geriaoueg : ar c’horf
  • Geriaoueg : an dilhad
  • Doare gourc’hemenn 
  • Geriaoueg : ar c’hantin
  • Jener ar gerioù
  • Displegadur : ar verb kaout en amzer dazont
  • Kontañ betek 20
  • Geriaoueg : poanioù bihan ar vugale
  • Displegadur : ar verb kaout en amzer vremañ
  • Formulennoù : c’hoantoù, ezhommoù…
  • Formulennoù : frealziñ ar bugel 
  • Rimadelloù ha/pe kanaouennoù

 

Pevare devezh :

  • Adwelet : doare gourcʼhemenn, KAOUT en amzer vremañ
  • Reolennoù distagadur ar brezhoneg 
  • Displegadur : an amzer-vremañ kevrennek
  • Geriaoueg : ar c’housk
  • Geriaoueg : ar privezioù
  • Pleustrek : un devezh er skol-vamm. Degemer, ehan-c’hoari, pred, prantad kousk, privezioù, fin an devezh.
  • Rimadelloù ha/pe kanaouennoù

 

Pempvet devezh :

  • Bilañs ar stummadur ha priziadenn

 

☛  TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ 

 

TERMEN EVIT LAKAAT E ANV

Stummadur da zont : eus ar 26 a viz C’hwevrer d’ar 1añ a viz Meurzh 2024.

Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur. 

 

DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV

  • Leuniañ ar furmskrid enlinenn (amañ a-us)
  • Un emgav dre bellgomz ho p’o evit an titouroù pleustrek hag evit studiañ an arc’hantaouiñ. 
  • Degemeret e vez etre 8 ha 16 stajiad dre strollad.

 

☛  MONEDUSTED

MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET

Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.

 

☛  DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL

 

DOARE

Stummadur war al lec’h

 

POURVEZ

  • Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg tizhet C1,
  • Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),

 

HENTENN

  • Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
  • Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit un implij aes.

 


? Pellgargañ ar stumm pdf :

202401_Petite_enfance_langue_bretonne