Ur stummadur war ar binvioù da sevel istorioù evit ar sinema, ar bannoù-treset, al levrioù, an abadennoù bev…
Savet eo bet ar stummadur-mañ a-drugarez d’ur c’henlabour etre kreizenn stummañ Stumdi, aozadur stummadurioù micher d’an dud deuet ha Groupe Ouest, Ahel European Krouiñ er Sinema.
Prantad stummañ Miz Gwengolo/Here 2018 : lakaat hoc’h anv a-raok an 12/07 (diouzh noz).
Eil prantad stummañ e Miz Meurzh/Ebrel 2019.
Kinniget e vo ar stummadur war 2 div sizhunvezh :
Sizhunvezh kentañ e Groupe Ouest e Plouneour-Traezh :
- Displegañ ar pazennoù evit ur raktres kontañ gant frammoù solut.
- Sikour ar berzhidi da binvidikaat o barregezh da gaout mennozhioù gant atalieroù pleustrek.
- Kizidikaat ar berzhidi war penaos sevel ur film gant ur budjed strizh.
Eil sizhunvezh e Stumdi e Landerne :
- Deskiñ referañsoù pinvidik evit ar skritur.
- Kizidikaat ar berzhidi war dibarderioù ar brezhoneg evit ar c’hrouiñ.
- Pleustriñ war mennozhioù ar berzhidi.
- Kizidikaat ar berzhidi war bed ar c’hleweled brezhoneg (gwirioù, produourien…).


